Archive pour la catégorie '[br] Keleier'

[br] Hentad ar Brezhoneg

Samedi 23 juin 2007

Ai’ta zo ur strollad savet a-benn difenn brezhoneg er vuhez foron, ‚neus liam ebet gant strolladoù politikel. Gant Ai’ta an Naoned vo graet un deskoni bep miz en ur draezhenn disheñvel e pad an hañv :

Ar Sul 24 a viz Even : Penestin e traezhenn « la mine d’or ».

Ar Sul 15 a viz Gouere : Bourc’h Baz e traezhenn “Valentin”

Ar Sul 26 a viz Eost : Pornizh e traezhenn “Noëveillard”

An obrenn-se zo an eil eus ar gervenn “bro an Naoned” deus Ai’ta (an hini gentañ oa e barzh ar c’hastell Duged Breizh). Pal an oberenn eo da lakaat brezhoneg war wel er vuhez foron peogwir eo klozet ar yezh e lec’hioù bennak (kevredigezhioù, skolioù …). Fellout a ra deomp e vo divezhekaet ar c’hourenez Wenrann, hag ouzhpenn-se e vo lakaet panieloù divezheg evit anvioù lec’h hag a zeu deus ar brezhoneg e le’hioù all d’ar vro Naoned (hepken evit anvioù lec’h hag a zeu deus ar brezhoneg a-benn da leuskel plasenn ar gallaoueg).

Ai’ta Bro Naoned e Kastell Duged Breizh [br]

Jeudi 22 février 2007

D’ar sadorn 10 a viz c’hwevrer, devezh digoridigezh Kastell Duged Breizh e Naoned, glad istorel ha sevenadurel an holl vretoned, en doa kinniget ar strollad “Ai’ta !” kentelioù brezhoneg digoust da weladenerienn ar c’hastell, adalek 2e30, betek 4e30.

Aozet e oa bet ar c’hentelioù en ul lodenn disimplijet e kaborell degemerus Ar Post, trugarez dezho!

Da deir eur e oa ar gentel gentañ, goude sonadeg Bagad Naoned e kreiz porzh ar c’hastell.

War-dro tri-ugent den o doa kemeret perzh er peder c’hentel brezhoneg “live mann”: bugale, tud yaouank ha tud koshoc’h, eus Breizh hag eus broioù pelloc’h (Lyon, Rouen…).

An holl o doa lavaret o zudi diwar-benn ar brezhoneg, ur perzh talvoudus deus sevenadur ar vretoned, evel ma ‘z eo ivez Kastell Duged Breizh.

Berzh bras he deus graet obererezh kentañ Ai’ta ! Bro-Naoned, ar pezh a ziskouezh dedenn an naonediz evit sevenadur o bro.

Ai’ta ! Bro Naoned ? Petra eo ? [br]

Mercredi 21 février 2007

Petra eo ?

Petra eo Ai ’ta ! ?

Ur strollad tud yaouank (evit al lodenn vrasañ anezho) o stourm evit ar brezhoneg eo Ai ’ta ! Krouet eo bet e miz Meurzh 2005 e Bro Dreger da gomañs gant ur pemzek den bennak. Da c’houde eo skignet Ai ’ta ! da vroioù all e Breizh. E miz Here 2006 eo bet ganet Ai ’ta ! Bro Roazhon, gant un ugent den bennak. Ha bremañ, e miz C’Hwevrer 2007 eo bet ganet Ai’ta ! Bro Naoned.

Petra eo pennreolennoù Ai ’ta ! ?

Difeuls eo ar strollad, ha n’eo ket stag ouzh strollad politikel ebet. Komz diwar-benn ar brezhoneg eo hor pal pennañ, ha pouezañ war ar reoù emañ ar galloud gante evit lakaat ar brezhoneg ofisiel evit kas war-raok an divyezhegezh er gevredigezh. A-bouez e vez deomp stourm en un doare dic’hortoz, fentus, brav da welet.

Petra vo graet gant Ai ’ta ! Bro Naoned ?

War an draezhenn Ai ’ta ! Bro Dreger en deus graet kalz a oberoù dija : en em anzav gant stalioù el lec’hioù foran (ti-gar, plasennoù…) hag er gouelioù. Er memes giz eo bet graet gant Ai ’ta ! Bro Dreger ha Bro Roazhon e vo lañset taolioù arvest gant Ai ’ta ! Bro Naoned : kentelioù brezhoneg war ar plasennoù, festoù-noz dic’hortozet, emgavioù treuzwisket hag all…

Petra eo spered Ai ’ta ! ?

Yaouank, plijus, digor, mennet, leun a startijenn, festus…

Perak al liv orañjez ?

E-giz-se ’mañ kont ! Ha deomp da vezañ gwelet a-bell.

Da betra ober traoù evit difenn ar brezhoneg ?

Abalamour n’a ket an traoù gwall vat gantañ er c’houlz-mañ. Daoust da se e fell deomp derc’hel anezhañ en e sav ha mirout anezhañ bev. Un tamm eus glad ar bed hag eus hor glad deomp, Bretoned, a vo kollet aze ma ne reomp mann ebet bremañ.

Un dra evit ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed nemetken ?

N’eo ket. E-barzh Ai ’ta ! ez eus tud na ouzont ket brezhoneg (c’hoazh !). Degemeret mat e vo an holl !

Torr-penn eo stourm e-barzh Ai ’ta ! ?

Tamm ebet ! Goude an oberoù hag an emvodoù e vez paket ur bannac’h alies a-gevret pe riboulet ! Pep hini a gemer perzh en Ai ’ta ! evel en deus c’hoant. Met seul vuioc’h a dud o stourm, seul vuioc’h a startijenn er strollad. Ar pal zo bezañ niverus-niverus a-benn ober traoù bras hag efedus. Deuit ganeomp ma’z oc’h dedennet gant dazont ar brezhoneg !

Trugarez da Ai’ta ! Bro Roazhon

Degemer mat war al lec’hienn Ai’ta ! Bro Naoned

Mercredi 21 février 2007

Bienvenue sur le site d’Ai’ta ! Bro Naoned